1

1 • 50 vloaz war an dachenn
2 • Ur gêr-benn evit an dazont

1

50 vloaz war an dachenn

Er bloaz-mañ e lid ar gevredigezh Bretagne Vivante-SEPNB he 50 vloaz. 50 lid a vo aozet en holl dre ar vro, gant ur gouel bras d'ar 5, 6 ha 7 a viz Even e Sine, Sant-Nolf, Sarzhav ha Lokmaria-Kaer. Un digarez eo al lid-mañ ivez evit ar gevredigezh da brederiañ war he falioù hag he ferzh e buhez an dud.

E miz Genver 1959 e oa bet disklêriet en ofisiel krouidigezh ar Société pour l'Etude et la Protection de la Nature en Bretagne (SEPNB). Unan eus oberoù kentañ an aozadur a oa bet aozañ mirvaoù evit an evned en arvor. Met plediñ a ra gant holl tachennoù gwarez an endro. 20 rann eus Bretagne Vivante-SEPNB (adanvet e oa bet ar gevredigezh e 1998) zo e Breizh a-bezh hiziv. Gant ar gevredigezh e vez meret meur a dachennad gwarezet. Skoazellañ a ra ar skiantourien en o enklaskoù. Kenlabourioù a vez ingal gant kevredigezhioù all, strollegezhioù lec'hel pe ar Stad. Ul labour pedagogel e kas war-raok ivez evit lakaet en a-raok glad naturel Breizh. 3 000 ezel zo er gevredigezh, ganti 50 implijad.

"Dae al liesseurted"
Un tem zo bet roet d'al lid bras a vo aozet er Mor-Bihan, hini liesseurted ar boudoù bev. 150 skiantour-naturour, eus Breizh ha lec'h all, a bled gant an holl doareoù plant ha loened, a vo bodet. Ar pal a vo niverañ 1 500 spesad boudoù bev disheñvel e 24 eurvezh. Gellout a raio an dud sevel a bep seurt goulennoù diwar-benn ar spesadoù kavet. "N'eo ket ur genstrivadeg, met un arouez evel-just" eme Jean-Luc Toullec, prezidant rann an Il-ha-Gwilen.

...Da genderc'hel e Bremañ miz Mezheven, niv.332

Ur gêr-benn evit an dazont

Ugent vloaz goude diskar ar Voger e tro selloù kalz tud war-du Berlin, deuet da vezañ kêr-benn Alamagn en-dro. Daoust d'ar c'hudennoù a c'hallfe sevel abalamour d'an enkadenn ekonomikel e c'hallfe ar gêr en em dennañ, dre gadarnaat he ferzh evel kêr-benn sevenadurel ar vro. Ha marteze ivez evel hini Europa an norzh.

Stank eo an arzourien tro-dro d'an East Side Gallery (al lodenn vrasañ eus ar Voger miret evel ma oa e 1989, en holl 1,3 km hirder dezhi) en deizioù-mañ : diwar ar 118 arzour a livas ar betoñs ugent vloaz zo, 86 anezho o deus asantet dont en-dro, diwar c'houlenn Künstlerinitiative East Side Gallery. Un taol kaer, un tamm bruderezh nemetken ? N'eo ket sur kement-se.

Adlivañ ar Voger
Dav eo derc'hel soñj e voe start adlakaat Berlin da gêr-benn Alamagn : e 1991 e votas 338 kannad eus ar Reichstag a-du gant ar mennozh, padal e oa 320 anezho a-enep. Ar wech diwezhañ ma oa bet roet ar perzh-se d'ar gêr a oa e-pad an IIIde Reich, peadra da zegas eñvorennoù fall.

R.M.

...Da genderc'hel e Bremañ miz Mezheven, niv.332.



1

Copyright©2001- 2007 Bremañ• Meizet ha sevenet gant IKKON - Roazhon