 |
En ul lec'h boemus emań staliet ar c'heginer meur Laurent Saudeau gant e skipailh a 15 den, Maner ar Boulaie, e Gorre-Goulen a zo war-hed 10 km e su Naoned. Ar preti nemetań eo el Liger-Atlantel div steredenn dezhi. Peadra da reiń c'hoant deomp da vont da welet...
Penaos oc'h kouezhet e chidourenn ar c'heginań ?
O tont eus ur familh a vicherourien voued e oan ha kroget on abred gant ar cheginerezh. Dibluań yer, fardań ha gwerzhań anezho, setu penaos on bet lakaet e-barzh an traoł. Er gźr e tebremp mat, atav e veze produioł mat, kig ha charkuterezh a-feson, legumaj eus ar chentań, ha ma mamm a oa ur geginerez vat. Ganti em eus desket keginań. Dalchet e oa bet ur gourmarchad bihan gant ma zud ha da choude ur preti evit ar predoł eured dreist-holl. A-gaoz dan holl draoł-se em eus bet choant da vont d'ur skol-pretierezh, aet on neuze da Noirmoutier da 16 vloaz. Ha da 18 vloaz e ouien e felle din labourat evel keginer. Kement ha keginań, koulz en ober gant ar re wellań, hag unan anezho a zo choazh mil vrudet, Joėl Robuchon an hini eo, bet en doa bet 3 steredenn gant Michelin dindan 3 bloaz. Etre 1981 ha 1983 ma'm eus sońj mat.
Atav ho peus labouret e pretioł douget dan traoł lipous ?
Ya, atav em eus bet c'hoant da labourat gant ar re wellań. Kaset em eus 70 lizher war-lerc'h ma studioł, nem eus bet nemet ur respont digant La Bonne Auberge en Antibes, div steredenn. Dalchet e oa gant Jean Rostang, unan eus ar chefed brudetań er bloavezhioł '60. Kroget on evel komis, gwelet em eus pegen diaes e chell ar vicher bezań : eurvezhioł hag eurvezhioł labour, nebeut-tre a brantadoł diskuizh
Met pa vezer entanet gant un dra bennak ! [...]
...da genderc'hel e Bremań Gouere-Eost, niv.345-346.
Komzoł dastumet gant Joan Bizien
|