|
Miz Ebrel 1980 : darvoudoù Plougoñ. Ur strollad tud eus ar c'hevredad Skol An Emsav a grou ur gelaouenn hollvrezhonek : Bremañ, "kazetenn ar stourmoù e Breizh". Bep daou viz e veze embannet er penn kentañ. Kinniget e oa evel ur pemdezieg rak pal ar grouerien a oa lakaat anezhi da zont er-maez an aliesañ ar gwellañ. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet gwellaet mont en-dro ar gelaouenn. Niverusoc'h e oa ar genlabourerien. O doare da labourat a oa aet war vicherelaat. Miziek e oa deuet Bremañ da vezañ. Dibabet e voe ober eus Bremañ ur gazetenn a geleier hollek ha paouezet e oa bet da istitlañ anezhi "kazetenn ar stourmoù e Breizh". Keleier eus Breizh hag eus ar bed a-bezh a ginnig Bremañ. Rubrikennoù disheñvel a vez kavet enni : al lizhiri, kemennadennoù a bep seurt, levrioù ha pladennoù nevez. Kavet e vez ivez pajennoù "Politikerezh", "Yezh", "Sevenadur", "Kevredigezh", "Etrebroadel", "Armerzh"... Teuliadoù peder fajenn a vez kinniget d'al lennerien bep miz (diwar-benn ar bier e Breizh, an hentennoù nevez da zeskiñ brezhoneg, ar stlenneg, ar yec'hed...). E liv penn-da-benn e vez kinniget 24 fajenn ar gelaouenn. Abaoe 30 vloaz m'emañ ar gelaouenn o tont er-maez ingal eo bet cheñchet kalz. Met bepred he deus klasket tizhout he fal pennañ : titouriñ ar vrezhonegerien en un doare plijus, sirius hag arnevez. Ur benveg talvoudus eo. Kement evit ar vrezhonegerien vat hag evit ar re a zo o teskiñ ar yezh, evit ober ganti. Evel-just eo ur dra ret-holl evit ma vo implijet ar brezhoneg war holl dachennoù ar gevredigezh. Bep miz e vez embannet tost da 1000 skouerenn eus Bremañ. War-dro 3000 lenner he deus ar gelaouenn, e Breizh hag er bed a-bezh. Dister e chom. Kalz re nebeud a vrezhonegerien (ampart pe nevez) a zo koumanantet. Pa vez komzet kalz eus diorren ar c'hleweled e brezhoneg ez eo arabat disoñjal en do ezhomm eus kazetennoù liesseurt ha kreñv da vont war-raok. Evit koumanantiñ : 50€ ar bloaz ; 60€ evit an estrenvro ha 60€ pe ouzhpenn evit ur c'houmanant-skoazell. Gellet a rit kas arc'hant, ur chekenn war anv Bremañ, pe goulenn ur follenn-dreuzvankañ evit ul lamadenn viziek 4€. Sekretouriezh ha renerezh Skridaozerezh
|